top of page
XYZ-COIFFORAMA_3000x3000.jpg

TRO-VALE AROUEZENN

Safari Typo ha klask lizherennañ Bro Landerne-Daoulas

Lizhiri, sinoù, tresadennoù kavet ha luc’hskeudennet o furchal b’ar vro a c’hell servij evit krouiñ un abeseer eus al lec’h. War hentoù  Bro Landerne Daoulaz e vez kavet sinoù e kêr, war ar maezioù, tro dro d’ar mor ha diwar-benn sevenadur Breizh hag e istor. An dastumad a roio tro da virout ul lodennig eus hon endro gwelet. Lakaet e vo war wel un doare nevez ha modern evit krouiñ lizhiri ha sinoù eus ar vro hag implijet er vro.

Ar Safari Typo kinniget gant an Emglev XYZ, en deus ezhomm eus sikour tud ar vro evit pinvidikaat e enklask. Tudoù ar vro : eskemmit ganeomp (TAV hag an Emglev XYZ) ar pezh a gavoc’h liammet gant al lizherennañ kuzhet ‘barzh ho armelioù pe war hentoù ho pourmenadennoù !

Da skouer :

Lizhiri, skritelloù (nevez pe kozh), kinkladurioù war savadurioù, merkoù, tags, fotoioù kozh, hag all hag all…

À propos: Parcours

XYZ a zo un emglev arzouerien neuziañ ganet e Brest e 2014 war intrudu Jean Baptiste Moal (X) ha Guillaume Duval (Y). Merañ a reont ar raktres. Labouraat a reont gant tud hag aozadurioù stourmerien war o dachenn evit entanañ ar grouidigezh. Trede aktour-ez ar raktres a zo lesañvet “Z”.
Evit ar raktres-mañ eo bet dibabet Christophe Hudelot evit bezañ ar “Z”.
O labour a vo troet war an arzoù neuziañ modern o kejañ gant danvezioù istorel, sevenadurel ha sokial. Enklaskoù a vo war pep tachenn : lizherennañ, tresadennoù, istorioù grafik, livaj, savadurioù, design hag embannadurioù.

À propos: Parcours

Dastum Ti ar Vro Landerne-Daoulaz

Mignone-ze-d ar vro ! Ami-e-s du pays !

Klask a reomp tud hag a vefe dedennet da gontañ deomp un istor fentus, ur vojenn pe ur gontadenn c’hoarvezed b’ar vro, eus Hañveg betek Tremaouezan o tremen dre Landerne. Ha ma vefe diwar-benn ho amezeien, korriganed pe an Ankou e vefemp laouen da atersiñ ac’hanoc’h e brezhoneg flour pe dirollet pe e galleg gant gerioù brezhoneg mesket. Lavarit deomp m'och prest da gregiñ ganti !

Agathe Chapelain, Ti Ar Vro Landerne Daoulaz : agathe@tiarvrolandernedaoulaz.bzh

À propos: Texte
bottom of page